en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Palemon e Kemper a zasparzho darn eus an tiez embann brezhonek

Palemon e Kemper a zasparzho darn eus an tiez embann brezhonek

An ti embann ha dasparzher levrioù ha pladennoù Coop Breizh en doa graet freuz-stal e miz Even. Un drast eo evit bed an embann e Breizh hag e brezhoneg. Palemon, un ti embann ha dasparzher all eus Kemper, arbennikaet war ar romantoù polis breizhad, en deus divizet ledanaat e zachenn labour hag adtapout deus eus ar c'hevradoù skignañ a oa gant tiez embann ar vro. An ti embann evit ar yaouankiz Beluga, a veze embannet gant Coop Breizh, a zo bet prenet gant Palemon ivez. Un disamm eo evit Trifin ar Merdi, he deus bet labouret e ti Coop Breizh e-pad tost 20 vloaz. E penn an embannadurioù Beluga emañ-hi. Muioc'h a ditouroù ganti.



Trifin ar Merdi, gopradez nevez e ti Palemon, a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. C'hwec'h ti embann e brezhoneg a vo skignet gant Palemon bremañ : Skol Vreizh, Bannoù Heol, al Liamm, an Alac'h, Al Lanv ha Mouladurioù hor Yezh. Tiez embann all e galleg a vo skignet gante, evel hini Goater pe « Au bord du continent ».

Tost 600 000 levr en holl a vo treuzkaset eus stokoù Coop Breizh da reoù Palemon. Un daou-ugent embanner all, evel Keit Vimp Bev, n'o deus ket kavet ur skigner ha dasparzher nevez c'hoazh siwazh.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio